Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Sikour kentoc'h evit skarzhañ an dud eus o lojeiz

-
Par , , France Bleu Breizh Izel

Gall a ra etre 30.000 ha 40.000 den bezañ taolet maez eus o lojeiz adalek ar c'hentañ a viz Ebrel. Ur spont evit ar gevredigezh Emmaüs.

Gabriel Bouroullec
Gabriel Bouroullec © Radio France - Tudi Crequer

Quimper, France

"Pep hini a rank vevañ d'un doare dereat" G. Bouroullec (5mn)

Echu eo gant trev ar goañv. Etre 30.000 ha 40.000 den a c'hell adalek bremañ bezañ skarhzet maez eus al lojeiz a vez feurmet ganto ma n'o deus ket paeet ar perc'henn. Met, hervez kevredigezhioù e-giz ar Fondasion Abbé Pierre, ar Groaz ruz, pe Emmaüs n'eo ket en ur lakaat tud er straedoù e vezo diskoulmet ar c'hudennoù. 

Ur gudenn a baourentez a-raok tout 

N'eo ket "kêroc'h sikour an dud da chom e-barzh o lojeiz" evit skarzhañ anezho maez a zispleg Gabriel Bouroullec, ezel eus ar gevredigezh Emmaüs. Hervezañ, e vo ret forzh penaos ober war o zro goude pe dre ar CCAS pe dre servijoù stad all. Gwelloc'h neuze, emezañ, sikour anezho da baeañ an ti lec'h m'emaint dija.

"Kudennoù a vezo tre ma vezo ket cheñchet penn d'ar vazh ha roet muioc'h a labour d'an dud. Ha ma ne z'eus ket labour evit pep hini, pep hini a rank kaout peadra da vevañ d'un doare dereat", eme paotr Emmaüs.

Choix de la station

France Bleu