Société

Skolioù Bro Montroulez : kreñvaat an hentenn divyezhek

France Bleu Breizh Izel mercredi 1 avril 2015 à 18:30

Manif Skolioù Bro Montroulez
Manif Skolioù Bro Montroulez © Radio France

Environ 80 personnes se sont rassemblées devant le collège Tanguy Prigent de Saint-Martin-des-Champs ce mercredi 1er avril à midi pour défendre la filière bilingue dans les écoles publiques de la région de Morlaix. Enseignants, parents et élus demandent la création de nouveaux postes d’enseignants et d’une filière bilingue au collège.

Tro 80 den oa deuet da biknikañ d’ar Merc’her 1añ a viz Ebrel da vare kreisteiz dirak skolaj Tanguy Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez. Skolaerien, kerent, bugale ha dilennidi oa deuet da c’houlenn e vefe kreñfaet an hentenn divyezhek e Bro Montroulez. C’hoant o deus e vefe krouet un hentenn e galleg hag e brezhoneg en ur skolaj eus Bro Montroulez. Ha goulenn a reont e vefe krouet postoù evit distro-skol 2015 e skolioù publik Sant-Tegoneg, Sant-Martin-war-ar-Maez ha Pleiber-Krist. Asantet zo bet gant an ensellerezh akademiezh krouiñ ur post e Pleiber-Krist met ket e Sant-Tegoneg nag e Sant-Martin-war-ar-Maez.

Hervez Antoine Gauchard, rener skol Sant-Tegonneg « ma ne vez digoradur ebet en ur skolaj e vo kollet ar brezhoneg e Bro Montroulez. »

Manif Montroulez

Jean-Philippe Tallec zo bet prezidant Diy Yezh Montroulez. E vugale oa e skol Poan Benn Montroulez ha deuet eo evit sikour kerent skolioù Pleiber-Krist met ket e Sant-Tegoneg nag e Sant-Martin-war-ar-Maez.

Manif Montroulez

Mestrez-skol e skol Sant-Martin eo Hélène Creignou, « kalz a liveoù ’vo en ur c’hlas. Ar bloaz o tont e vo ar c’hlas CP, CE1, CE2 ha CM1 gant 22 vugel. Stard e vo.”

Manif Montroulez

En em gavout a raio ar gerent gant an ensellerezh akademiezh d’ar Yaou 2 a viz Ebrel ha kerent skol Sant-Tegoneg a chomo er skol a-raok an emgav-se.