Société

Biotrial : "Graet e m'oa un test louzoù ivez evit paeañ va aotre-bleniañ", ur brezhoneger yaouank

Par Tudi Crequer, France Bleu Armorique et France Bleu Breizh Izel vendredi 15 janvier 2016 à 21:51

RENNES - l'essai thérapeutique vire au drame
RENNES - l'essai thérapeutique vire au drame © Maxppp - THOMAS BREGARDIS

Lazhet zo bet un den ha gloazet bras pemp all e Roazhon. O testiñ louzeier e oant en un ti-arnod anvet Biotrial. Da lavaret eo, e oant paeet evit lonkañ danvez-louzeier. Kement-mañ a oa bet graet gant Pierre-Henri Viaud,dac'h a Blougastell. Ar brezhoneger yaouank zo "sebezet" gant ar c'heloù-mañ.

"Graet e m'oa un test louzoù evit Biotrial e 2010 pa m'oa 18 bloaz hag e oa tremenet mat tre", eme Pierre-Henri Viaud, dac'h a Blougastell. "Klevet e m'oa bet anv eus an testoù-se gant ma zad n'oa graet ivez seurt testoù bloavezhioù-zo. Lavaret en doa din e c'helljen telefoniñ dezho ma oan a-du."

> EVIT KOMPREN AR GWALLZARVOUD | Un homme dans un état de mort cérébrale après un essai thérapeutique près de Rennes

Paeet mat eo 

Ne oa ket aet ar Blougastelad yaouank evit lakaat ar skiantoù da vont war-raok met kentoc'h "evit an arc'hant". Paeet e vez mat tre an testoù-se "peogwir eo dañjerus. War ar seblant eo ar wech kentañ e c'hoarvezh seurt gwallzardoù e-giz-se. Met gwir eo e vezomp paeet mat. Da skouer, evit ar miz-test m'oa graet e oan bet paeet 2.500 euro. Setu, n'on eus asurañs ebet ma z'eus ur gudenn.

"Ne peus nemet da c'hortoz ha kemer louzoù sañset hep dañjer", P-H Viaud

"18 bloaz e m'oa d'ar mare-se. Evidon e oa e-giz ul labour-hañv. Ezhomm e m'oa arc'hant evit paeañ va aotre-bleniañ. Ha kavet e m'oa an dra-se. Aesoc'h e oa, etre krochedigoù, ne peus nemet da c'hortoz ha kemer louzoù a zo sañset hep dañjer. Biotrial a glask just awalc'h tud hag o deus etre 18 ha 40 bloaz. Ha, klask a reont kentoc'h tud 18 bloaz peogwir, sañset, ne peus ket bet c'hoazh kudennoù yec'hed grevus", emezañ. 

Prest da gemer perzh en-dro da destoù all 

Skoet eo bet memestra ar breton yaouank gant ar c'heloù. "Va breur a oa sañset kemer perzh en test-mañ. Met, n'eo ket bet kemeret peogwir en doa graet re a sport ar miz a-raok. Me zo un tamm sebezet gant ar pezh a zo c'hoarvezet."

"Va breur a oa santet kemer perzh en test-mañ", P-H Viaud

Daoust d'an darvoudoù e vefe prest Pierre-Henri Viaud kemer perzh e testoù a seurt-se. "Marteze ket diouzhtu, met benn un neubeut sizhunvezhioù perak pas. Ma m'eus ezhomm arc'hant eveljust!"

"Ezhomm e m'oa arc'hant evit paeañ va aotre-bleniañ" | 4mn