Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Un deiz, un den bac'het abalamour d'ar c'hleñved red Covid-19

-
Par , France Bleu Breizh Izel

E-unan er gêr, bevañ a ra Pol Ivoñ Virot ar pennad bac'hañ abalamour d'ar c'hleñved red Covid-19 e Kemper.

Pol Ivoñ Virot  ,  e retred e Kemper . Bet teknisian war an son e Radio France.
Pol Ivoñ Virot , e retred e Kemper . Bet teknisian war an son e Radio France. - Jañ Luk Bergot

Bevañ a ra Pol Ivoñ e-unan, en e di e Kemper, e karter ar Meilhoù glas. War e retred emañ abaoe daou vloaz 'zo an hini bet teknisian war ar son e France Bleu Breizh Izel

Anzav a ra Pol Ivoñ e krog da gaout hir an amzer un tamm. Hardi n'oa kemeret perzh e-barzh prantad kabaliñ votadeg ti kêr Kemper just a-raok. E-pad sizhunvezhioù oa bet lusket e vuhez gant bodadegoù stank ha pennadoù ingalañ traktoù e-mesk maread tud. Hag a-daol-trumm pep hini en e glud. Ur pezh mell kemm. Darempred n'eus ingal memestra gant e familh, e Bro Oelo hag e Paris. Ha dre ar rouedadoù sokial gant tud all. Kustum eo foetañ bro betek Azia ar reter pellañ, keloù n'eus deus doreoù ar "Covid-19" gant mignoned a Gambodjia. 

Un tamm sport a ra c'hoazh, zoken ma n'eus ranket ehanañ gant ar gwaregañ. Gant-se evitañ an digarez nemetañ gwelet tud eo mont da brenañ defotachoù. A-hend-all eo doujus-kenañ ouzh ar c'hemenadennoù surentez. Rak soñjal a ra da Bol Ivoñ n'eo ket brav c'hoari gant seurt kleñved.

Pennad kaoz gant Pol Ivoñ Virot

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu