Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Un deiz, un den bac'het, diwargoust ar c'hleñved red "Covid-19" : Kaourantin ha Rozali, retridi en Dreneg

-
Par , France Bleu Breizh Izel
Le Drennec, France

Kaourantin ha Rozali Marzin zo retredidi leun a startijenn o chom en Dreneg. N'int ket digalonekaet gant enkadenn ar "Covid-19". Lidet o deus deiz-ha-bloaz o merc'h vihan disul pasaet dirak skramm an urzhiater !

Rozali poltrejet gant he gwaz Kaourantin
Rozali poltrejet gant he gwaz Kaourantin - Jañ Luk Bergot

En Dreneg emaint o chom, hanter hent etre Plabenneg hag ar Folgoat, e bro Leon : Kaourantin ha Rozali, priedjoù e retred abaoe ur pennad amzer zo. 

Paotr e jardin, eo an ozac'h a gustum gounid legumach evit ar blijadur. Ha plac'h he liorzh e wreg, a entend pizh ouzh ar bleunioù hag ar plañtennoù stank, tro dro d'an ti. E-pad pemzektez o deus c'hwennet ha kempennet an douar a-drugarez d'an amzer gaer oa bet. Dipitet avat Kaourantin pa ne vez ket aotraet ken prenañ plantennouigoù da lakaat en douar. 

Lakaet diaes un tamm ar priedjoù rak boud eo an dommerez, ha yen a-walc'h an amzer en deizioù-mañ. Ma biskoazh kement all ! Ouzhpenn ar "coronavirus" daonet-se ! Heñvel eo, war o zu mat emaint o daou. Dudi n'eus Kaou dirak skramm e urzhiater, keit m'emañ oc'h aozañ boued saourus, Rozali, pe oc'h ober stamm.

Pennad kaoz gant Kaourantin ha Rozali Marzin .

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu