Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Un tañva eus an digenfinañ e Kaledonia Nevez.

Par

Krog eo Kaledonia Nevez gant an digognañ ur zizhunvezh zo .18 den hepken o deus tapet kleñved ar C'hovid 19 , en terouer gall-ze er meurvor Habask , lec'h 'z eus 270 000 a dud o choum. Hirroc'h gant Juliette Cabioch , skoazellerez sokial eno.

Juliette Cabioch , a gleiz , gant ur vignonez dezhi . Juliette Cabioch , a gleiz , gant ur vignonez dezhi .
Juliette Cabioch , a gleiz , gant ur vignonez dezhi . - Jañ Luk Bergot

Labourat a ra Juliette 'barzh ur prederva aboe 6 miz , e Nort an enez. Un ospital  bihan , 'barzh ur geriadenn , Kanala he anv , tro 4 000 a dud enni. Kanakiz an holl kazi. Pell-labourat doa graet Juliette er gêr , 'pad ar pennad enkañ , n'oa kroget ur zizhun goude hini Bro 'Hall. War an dachenn emañ abaoe an diglozañ. Ur maskl avat bepred ganti war he dremm. Ret vezo gedal ar zizhun a zeu araok na drofe en dro ar prederva evel kentoc'h emezi . Evit poent ne vez graet nemet war dro ar c'hudennoù mallus , pe grevus tre .  Merzet deus ar vretonez yaouank ne 'z eus ket eus Kanakiz tud kustum chom ba'het en diabarzh un ti. Doujet o doa d'ar c'henfinañ er zizhunvez kentañ. En eil sizhun kroge enno an drebon mont er meaz ha kejañ an eil  re gant ar re all. A-bouez kenañ eo dezho ar vuhezh familh hag ar bevañ a-stroll. Plijet kenañ gant ur vro kaer ken ha ken , divizet deus Juliette lakaat un astennad mizioù all d'he chomadenn e Kaledonia Nevez.

Publicité
Logo France Bleu
loading

Ma France : s'adapter au coût de la vie

Vous constatez l'augmentation constante des prix et la diminution de votre pouvoir d'achat ? Vous avez trouvé des astuces, des bons plans, vous avez changé certaines de vos habitudes pour vous adapter à l'inflation ? Réparation, covoiturage, location, échanges de services... France Bleu, en partenariat avec Make.org , vous invite à partager vos idées originales et solutions concrètes du quotidien, et à donner votre avis sur celles d'autres citoyens. Trouvons ensemble les moyens de faire face à la vie chère !

Publicité
Logo France Bleu