- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Infos
- Éducation
- Ur CAP war micherioù ar vugaligoù e brezhoneg a-benn bloaz
Ur CAP war micherioù ar vugaligoù e brezhoneg a-benn bloaz
En français plus bas - E miz Gwengolo 2020 e vo digoret ur stummadur nevez gant Mervent hag ar greizenn stummañ CLPS : ur CAP e Brezhoneg. Ar pal eo stummañ tud evit labourat er skolioù divyezhek, Diwan pe e magourioù, ur stummadur war ar vicher hag e brezhoneg war un dro.

Ar mennozh a oa ganet pell 'zo : bodañ dindan ar memes stummadur kentelioù micherel ha kentelioù war ar brezhoneg. Hag o welet ez eus ezhomm tud muioc'h-mui evit ober war-dro d'ar vugale e brezhoneg, er skolioù pe er vagourioù, n'eo ket bet diaes dibab tem ar CAP : bugaligoù e brezhoneg.
E 2017 e oa bet graet un taol-esae gant Mervent hag ar CLPS. Pemp den a zo bet stummet e Kemper, tapet ganto ar CAP hag an DBY, diplom barregezhioù war ar yezh. Hag emañ ar rannvro o paouez reiñ e aotre evit ma vo savet da vat ar stummadur ar bloaz a zeu, e Kemper c'hoazh.
10 plas er CAP
10 plas a vo er stummadur, a zo graet evit an dud dilabour. "Ret eo kaout ur raktres, ur youl da vezañ Atsem, pe da labourat er bed-se, a zispleg Yannig Menguy, rener Mervent. Met se 'zo evit an dud n'o deus ket ur CAP bugaligoù dija".
Hag evit ar re na gomzont gêr brezhoneg ebet e vo ur rak-stummadur tri miz war ar yezh, adalek miz Meurzh 2020. War-lec’h, 'pad ar CAP a vo dalc'het adalek miz Gwengolo, e vo c'hoazh 234 eurvezh a gentelioù brezhoneg, met ivez "kentelioù micherel e brezhoneg, eme Yannig Menguy. 73 eurvezh dre soubidigezh, ouzhpenn ar c'hentelioù diwar-benn ar yezh". Ar CAP a zo digor d'ar re o do graet ar rak-stummadur, neuze, met ivez tud gant ul live A2 e brezhoneg.
Stummadurioù micherel all e brezhoneg ?
Ha daoust hag e vo digoret stummadurioù e brezhoneg war micherioù all ? "Marteze, met evit poent eo re abred evit respont. Met d'am soñj e vefe moaien studiañ tachennoù all" a respont Yannig Menguy.
Evit kaout titouroù war ar stummadur-mañ e c'hellit mont e darempred gant Mervent (02 98 87 72 41) pe gant ar CLPS (02 98 10 11 49).
En français
A partir de septembre 2020, une formation inédite va voir le jour à Quimper : un CAP "Accompagnant éducatif petite enfance" en breton, proposée par les centres de formation CLPS et Mervent. Le but est de former des demandeurs d'emploi aux métiers de la petite enfance, mais en breton, pour répondre aux besoins des écoles bilingues, Diwan ou des crèches.
La formation est ouverte aux débutants, qui devront suivre une pré-formation de trois mois au breton, à partir de Mars 2020, afin d'acquérir un niveau suffisant pour pouvoir suivre le CAP. Les personnes ayant un niveau A2 en breton pourront intégrer le CAP directement, au mois de Septembre 2020. 10 places seront ouvertes pour la première session.
Plus d'infos : contacter Mervent (02 98 87 72 41) ou le CLPS (02 98 10 11 49).
Ma France : Mieux vivre
Après vous avoir interrogés sur les "économies d'énergie", nous avons choisi de nous intéresser à vous, via cette nouvelle consultation citoyenne, lancée avec Make.org . Que faites-vous ou que voudriez-vous faire pour améliorer la qualité de votre quotidien, de votre vie même ? Bien-être, activités physiques, alimentation, activités créatives, voyages, réorientation professionnelle, changement de vie, valeurs familiales, etc. : partagez avec les autres vos bonnes idées, actions et réflexions.