Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Selaouit en dro an diviz war an LGV, al linenn tren tizh bras

-
Par , France Bleu Breizh Izel
Bretagne, France

Da biv profito an LGV ? Se oa ar goulenn a oa bet savet, da vare diviz ar yaou da daou zen war-eeun ganeomp : Gérard Lahellec ha Gwenvael Jequel. Selaouit an tabut en dro !

Adalek disul e c'hello pep hini ac'hanomp profitañ eus an LGV
Adalek disul e c'hello pep hini ac'hanomp profitañ eus an LGV © Maxppp - Maxppp

Hanter-kant bloaz zo e oa ezhomm s7e30 evit mont eus Brest betek Paris. Hiziv an deiz : 4e10, d'an neubeutañ. Adalek disul e c'hello pep hini ac'hanomp mont eus Brest pe Kemper betek Paris dindan 3e30. Gant an LGV, al linenn tren tizh bras, e vo ezhomm tri c'hard eur nebeutoc'h evit bremañ.

Met da biv profito an LGV ? Da Roazhon ? Ne vo ket laosket Breizh Izel da gostez ? Hag-eñ e teuio touristed gant an tren ? Ne vo ket re gêr an tikiji ? Ar goulennoù-se a oa bet savet da Gérard Lahellec, eil prezidant rannvro Breizh e-karg eus an transportoù ha da Gwenvael Jequel, eus Oui la Bretagne.

Lodenn gentañ an diviz : trenioù evit ar Barizianiz ?

Un eurvezh hanter evit liammañ kêrbenn Frañs ha Roazhon, setu pezh a ginnig an LGV. "Ur sapre chañs eo evit Roazhon, eme Gérard Lahellec, met ivez evit tout ar vro. Ar re a c'hounezo muioc'h a amzer eo ar re a zaio betek Penn-ar-Bed." Met piv a c'hello kemer an trenioù-mañ ? "An dud pinvidik hepken", a respont Gwenvael Jequel, graet un doare "simulation" gantañ. "Ahe, e miz gouere. Lakomp em eus c'hoant da vont da Baris gant va familh, tri den. Mont ha dont : 350 euro. Piv a c'hell lakaat 350 euro evit ober ar veaj-mañ ?"

Selaouit lodenn gentañ an diviz ar yaou war an LGV

War-eeun e oa ganeomp Gérard Lahellec, eil prezidant ar rannvro e-karg eus an transportoù.
War-eeun e oa ganeomp Gérard Lahellec, eil prezidant ar rannvro e-karg eus an transportoù. - Lec'hienn Gérard Lahellec

Eil lodenn : hag-eñ e teuio touristed gant an tren ?

"Dre ma vo aesetoc'h dont d'ar vro e teuio muioc'h a douristed, a zispleg Gérard Lahellec. An TGV a sach ivez muioc'h a drenioù TER, un dra vat e vo ivez evit ekonomiez ar vro." "Sur a-walac'h eo tud a c'hell prenañ tikiji ker. Met sur a-walac'h e pigno priz an tiez. Ar Barisianiz a zo pinvidikoc'h egedomp ha gant piv e vo prenet an tiez ? Ur risk eo", a gendalc'h Gwenvael Jequel.

Prometet e oa bet e vefe ezhomm nemet 3e evit mont eus Penn-ar-Bed betek Paris. "Ezhomm a zo c'hoazh tostaat Penn-ar-Bed da Roazhon. Ret eo deomp ober al labour-se", a lavar Gérard Lahellec. "N'eo ket fin, un avañtur nevez a zo o kregiñ." Evit Gwenvael Jequel, ar pouezhusañ a zo sevel ul linenn da vat etre Roazhon ha Naoned. "Ha kaout ul linenn e kreiz ar vro ivez, dre Bondi ha Loudia."

Selaouit eil lodenn an diviz diwar-benn an LGV

Manifestiñ a vez graet alies a-walac'h gant Gwenvael Jequel (a gleiz) evit difenn al linennoù tren bihan.
Manifestiñ a vez graet alies a-walac'h gant Gwenvael Jequel (a gleiz) evit difenn al linennoù tren bihan. - Lec'hienn Gwenvael Jequel
Choix de la station

À venir dansDanssecondess