Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Keleier 13 a viz mae | Tro Menez Are, Kudennoù arc'hant Diwan Kastellin ha Lenn Gwerledan

-
Par , France Bleu Breizh Izel

D'an 13 a viz mae hon eus komzet diwar-benn Tro Menez Are, berzh n'eus graet tro 6500 baleer a oa deuet da gemer perzh. Komzet hon eus ivez diwar-benn kudennoù arc'hant skol Diwan Kastellin, mankout a ra etre 5000 ha 6000 euros evit echuiñ ar bloaz. Hag aet omp da reportajiñ e lenn Gwelerdan e-pad ur weladenn gant ur gid !

Tro Menez Are
Tro Menez Are

Tro Menez Are : 6 500 baleer gleb met kontant

Ar barroù glav n' o deus ket spoutet anezho. Tro 6 500 a dud o deus kemeret perzh d'an 13 a viz mae  'barz Tro Menez Are, e Sizhun. An troioù bale etre 5 ha 40 km o deus kaset ar valeerien teid an Elorn, tro dro lenn an Drennek, ha lanneier gouez park an Arvorik. Gounidoù an darvoud a 'za da skoazellañ skol Diwan Komanna. Reportaj Jañ-Luk Bergot :

"Kalz tud ne ouezont ket mui pelec'h o deus lakaet o oto !"François, a youl vat e Tro Menez Are

19e00 tro menez are

Galv skol Diwan Kastellin

Mankout a ra tro 6 000 euro da skol Diwan Kastellin evit echuiñ ar bloaz. 23 bugel a zo skoliatet er skol-mañ. Un neubeut bloavezhioù-zo e oa bet ret ar skol prenañ un ti, met dleoù pounner e n'eus bremañ ar skol. Fa Ribaud Millour, kerent er skol :

"Kasi 1 000 euro bep miz eo ret paeañ d'an ti bank"Fa Ribaud Millour, kerent er skol

7e15 Diwan kastellin SON

Le lac de Guerlédan
Le lac de Guerlédan © Radio France - Jeremy Marillier

 

Lenn Gwerledan : gweladenniñ gant ur gid

Digor eo d'an holl lenn Gwerledan. Aozet e oa, d'an 13 a viz mae diouzh ar mintin, ar weladennoù kentañ henchet gant ur gid e lenn Kalon-Breizh. Difennet groñs eo gweladenniñ foñs al lenn hep gid. Setu ar weladennerion kentañ a oa re ar mintin-se da vont e traonienn al lenn. Pierre a oa o tont eus Kastellin, daoust d'ar glav e n'oa kemeret perzh er weladenn kentañ :

"Ur plas kaer tre eo evit gwelout baraj Gwerledan"Per, o weladenniñ al lenn goulo

Gwerledan SON

Choix de la station

À venir dansDanssecondess