Keleier 24 a viz ebrel | Embroidi hag Europa, ha plas ar brezhoneg e ti-gar Brest

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel vendredi 24 avril 2015 à 20:47

Pierrick An Danteg
Pierrick An Danteg © Radio France - Tudi Crequer

Fenoz, er c'heleier e brezhoneg hon komzet diwar-benn an divroidi, ur gevredigezh a skoazell anezho e Lannuon, ha roet hon eus ivez ar gaoz d'ar strollad Aï'ta. Disadorn 25 aviz ebrel e vezo lidet war an ton bras 150 deiz ha bloaz an tren e Brest, met n'eus gêr brezhoneg evit poent en ti-gar.

Divroidi : "Ar gouarnamantoù ne soñjont nemet un dra : penaos mirout an embroidi da zont!"

Tridoublet e vo an arc'hant lakaet gant unvaniezh europa evit saveteiñ an divroidi eus Afrika hag a gemer bigi evit treuziñ ar mor kreizdouarel. Divizet zo bet kement-mañ, diryaou gant renerien stadoù ha gouarnamantoù Europa. Abaoe penn kentañ ar bloaz, ouzhpenn 35 000 a zivroidi o defe divroet betek Europa. Ul lod anezho a zo marv er mor kreidouarel, giz m'eo bet gwelet gant ur vag ar sizhun tremenet. E Lannuon, skoazellet e vez, abaoe 2006, an divroidi gant ur c'holektif a sitoianed. Ar pezh a zo bet lavaret gant ar gouarnamantoù a zo mantrus eme Pierrick an Danteg a gemer perzh er c'holektif-mañ :

Divroidi SON 2 Mantret on

150 bloaz an tren e Brest : "ur rann-galon eo gwelout ne vez ket graet kalz traoù gant ar rannvro evit plas ar brezhoneg" eme Aï'ta

Disadorn e vo lidet 150 deiz ha bloaz an tren 'ba brest, ar wech kentañ e oa e arrue un tren betek Brest. Lidoù a vo, da skouer, staliet zo bet un diskouezadeg diwar-benn istor Brest hag an trenioù. Padal n'eo ket gwall gontant ezel ar strollad Aï'ta. N'eus ket c'hoazh panelloù e brezhoneg en ti-gar. Ha n'eo ket nemet abalamour d'an SNCF, hervez Yves-Marie Derbré Salaün, ne vez ket graet trawalc'h a draoù gant Ofis ar Brezhoneg hag ar Rannvro :

19e Aï'ta