Keleier 3 a viz ebrel | Stourm an Dorn Glas, diskouezadeg produet e Breizh ha TAP aozet gant BCD Sevennadur

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel vendredi 3 avril 2015 à 21:46

Produit en Bretagne
Produit en Bretagne © Produit en Bretagne - Produit en Bretagne

Adkavit amañ keleier e brezhoneg an 3 a viz ebrel a zo bet embannet war France Bleu Breizh Izel. Komzet hon eus diwar-benn stourm an Intel daou ugent bloaz-zo, diwar-benn atalieroù kaset a-benn gant BCD Sevenadur evit diorroiñ an TAP a-denn deus Breizh pe c'hoazh diwar-benn diskouezadeg Produet e Breizh ba Gwipavaz.

Diskouezadeg Produet e Breizh

"Brezhoneg hag embregerezhioù" eo anv an diskouezadeg a zo da welet er mare-mañ 'ba Gwipavaz. Savet eo bet gant Produet e Breizh ha studerien UCO Aradon. Ar pal zo diskouez ez eus liammoù etre ar sevenadur hag an ekonomiezh. Digor eo d'an holl e-pad ur miz e Cridt Mutuel Gwipavaz. Malo Bouëssel du Bourg, rener Produet e Breizh a zispleg deomp penaos eo an diskouezadeg-se :

8e15 Diskouezadeg Produet e Breizh

Dorn Glas - Aucun(e)
Dorn Glas - Mensuel du golfe du morbihan

 

An Dorn Glas en Erdeven

En dibenn sizhun-mañ e vezo lidet daou ugent deiz ha bloaz La Main Verte, an Dorn Glas En Intel, er Morbihan. Lidet e vezo ar stourm a oa bet kaset gant annezidi en Erdeven a-enep ur greizenn nukleel. A-raok Plogoñv e oa pase an traoù neuze. D'ar mare-se, e 1975 e oa savet ar c'hoant gant EDF sevel ur greizenn war tevennoù ar gumun. Ur stourm a oa bet kaset gant annezidi ar Morbihan a-enep ar raktres-mañ. Ar stourm-se a zo unan deus ar stourmoù ekologel kentañ e Bro C'hall.Un niverenn ispisial a zo neuze embannet gant Le Mensuel du Golfe du Morbihan diwar-benn an darvoud-mañ. Displegadennoù Tangi Marc'hadour unan deus ar gazetennerien :

SIMUL Erdeven OK

Adkavit amañ lec'hienn ar gazetenn : http://www.morbihan.lemensuel.com/

TAP diwar-benn Breizh

D'an 3 a viz ebrel e oa bet dalc'het un devezh stummadur e Planvour gant ar gevredigezh BCD Sevenadur. Ar pal a oa prederiañ war an doareoù da aozañ muioc'h a eurvezhioù TAP (eurvezhioù maez skol aozet evit ar skolidi) diwar-benn sevenadur Breizh. Philippe Lanoë a oa kenurzhier an devezh-mañ evit kont BCD Sevenadur :

SIMUL TAP