Keleier 6 a viz ebrel | Kendalc'h EELV, Traoñienn ar sent ha festival Panoramas

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel lundi 6 avril 2015 à 18:58

Traonienn ar sent - ar strollad
Traonienn ar sent - ar strollad © Radio France - Joan Bizien

Komzet hon eus er c'heleier e brezhoneg diwar-benn kendalc'h meur Europa Ekologiezh ar re C'hlas a oa en dibenn sizhun-mañ e Pondi. Klevet hon eus ivez reportaj Joan Bizien e traoñienn ar sent e Karnoed. Klozet hon eus ar c'heleier gant ar festival Panoramas.

Kendalc'h meur EELV

Kendalc'h meur europa ekologiezh ar re c'hlas a zo bet dalc'het e Pondi en dibenn sizhun-mañ. Diskleriet e oa bet ganto o doa c'hoant sevel ul listenn boutin gant strolladoù politikel all evit gounnit ar rannvro e fin ar bloaz. Padal, hiriv an deiz emañ an ekologourien er strollad a-enep er c'huzul rannvroel. Setu perak hon eus pellgomzet da Olwen Denez, e karg eus an darempredoù gant ar strolladoù politikel all hag eus an dilennadegoù evit EELV e Breizh :

EELV - Olwen Denez

Festival Panoramas : "leun chouk e oa"

"Pase mat tre" e oa bet ar festival Panoramas hervez Julien Marzin, eil brezidant ar gevredigezh Wart hag a aoz ar festival Panoramas war dachenn Langolvaz. An triwec'hvet deiz ha bloaz e oa ar bloaz-mañ. 11 000 arvester a zo bet ha n'eus bet "nemet" 15 den kaset d'an ospital. Displeget n'eus Julien Marzin petra n'eus soñjet deus ar bloaz-mañ :

PANO - Julien Marzin

Traonienn ar Sant e Karnoed : dizoloiñ e brezhoneg

Daoust d'an avel o deus profitet ur pemzek den bennak eus an amzer gaer evit mont da bourmen e Traonienn ar Sent e Karnoëd. Aozet e oa ar valeadenn-brezegenn-se gant Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp. E brezhoneg penn da benn e oa. Ar pal oa gouzout hirroc'h diwar benn istor al lec'h hag an 50 delwenn, o taolenniñ ar sent, staliet du-hont e Kreiz Breizh :

6e15/8e15 Traoñienn ar Sent PAKET

Traonienn ar sent - Radio France
Traonienn ar sent © Radio France - Joan Bizien
Traonienn ar sent - ar strollad 2 - Radio France
Traonienn ar sent - ar strollad 2 © Radio France - Joan Bizien
Traonienn ar sent  - Radio France
Traonienn ar sent © Radio France - Joan Bizien