Keleier 7 a viz ebrel | Krogad EAG/AJA, Manif dirak an ensellerez hag al levr : "An tu kleiz hag an emsav",

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mardi 7 avril 2015 à 22:21

Georges Cadiou
Georges Cadiou © Radio France - Tudi Crequer

Komzet hon eus diwar-benn ar c'hrogad melldroad etre War Raok Gwengamp ha skipailh Auxerre evit kont eil tro diwezhañ kip Bro C'hall. Aet omp ivez da reportajiñ gant dilennidi, kerent ha kelennerien o stourm evit difenn an niver a gelennerien en o skolioù. Astennet hon eus ivez ar gomz gant Jorj Kadiou hag a zo o paouez embann ul levr nevez "la gauche et la revendication bretonne"

Match EAG/AJA

Ur c'hrogad a zo fenoz etre skipailh Aodoù an Arvor hag hini an Yonne. Piv z'aio en eil tro diwezhañ ? Se vo gouezet e fin ar match. Met ur goulenn hon oa c'hoant sevel memestra a-raok ar c'hrogad da suporterien Brest. Ar vrestiz a oa bet skarzhet maez just awalac'h gant Auxerre. Met daoust hag-eñv e vo skoazellet War Raok Gwengamp gant ar vrestiz ? "Ya!" eme Anne Jaffré supporterez Brest.

19e EAG SON ok

Manifestadeg dirak an ensellerez

Manifestet e oa bet graet dimeurzh vintin-mañ dirak an enserellez e Kemper. Tro 250 den a oa bodet evit klemm rak eo raktreset gant an enseller serriñ klasoù-zo. Dont a rae ar vanifesfeterien eus Berien, Plouie, Uhelgoat, Molan ha Douarnenez. Neuze, stourm a reont evit derc'hel ar memes niver a gelennerien en o skolioù evit an distro skol a zeu. Marie Dominique Le Guillou, eus Molan, a oa e touez ar vanifesterien :

19e Ensellerez Manif SON 1

"An tu kleiz hag an emsav"

Embannet eo bet nevez-so, ul levr e ti Joran embanner, skrivet gant Jorj Kadiou. Displegañ a ra ar skrivagner peseurt darempredoù ha liammoù o deus bet a-viskoazh an tu kleiz hag an emsav. Koust a ra 10e evit 310 pajennad. "Diaes eo an traoù etre Breizh hag an tu kleiz, a zispleg Jorj Kadiou, ar PC e fin ar bloaz 1920 oa tost deus an emsav met cheñchet an traoù goude an eil brezel bed..." (hirroc'h da glevet en atersadenn-mañ)**

19e ITV Cadiou