Keleier 8 a viz ebrel | Aï'ta dirak an archerien, harz-labour e aerborzh Brest

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 8 avril 2015 à 20:58

Panell tolpad Gwened

D'an 8 a viz ebrel, France Bleu Breizh Izel n'eus roet ar gomz da Aï'ta, unan deus stourmer ar strollad a zo bet galvet dirak an archerien. Klevet hon eus ivez ul labourerez deus an embregerezh Securitas a ra war-dro ar surentez e aerborzh Brest, en harz labour e vo d'an 9 a viz ebrel evit goulenn e vije kresket e gopr.

Harz-labour e aerborzh Brest

"Kollet hon eus tro 200 euro ar bloaz tremenet" eme Mari Joubin, labourerez e embregerezh Securitas abaoe ur bloaz. Abaoe 2006 e laboure evit un embregerezh all hag a rae war-dro ar surentez e aerborzh Brest. Abaoe ar cheñchamant-se e z'eus kalz a gudennoù -neubeutoc'h a vakansoù, primoù lemet, eurvezhioù a ne vezont ket digollet-  hervez ar sindikad FO. Neuze, galv a ra ar sindikad-se d'ober harz labour d'an 9 a viz ebrel evit klemm rak an digresk gopr-se da skouer. Mari Joubin a labour just awalc'h e Securitas, displegañ a ra deomp petra zo kaoz :

20e Securitas SON

Aï'ta e ti archerien Theix

Galvet e oa bet ur stourmer deus ar strollad Aï'ta e archerdi Theix. Goulennatet e oa bet diwar-benn un obererezh kaset a-benn gant Aï'ta. "Laeret" e oa bet ganto panelloù unyezhek war tolpad kêrioù Gwened evit klemm rak plas ar brezhoneg. Dreist-holl, Tolpad kêrioù gwened n'eus sinet Karta "Ya d'ar brezhoneg !" e 2010. Selaouit amañ Renan, ezel ar strollad Aï'ta er Morbihan :

WEB Aï'ta

Evit gouzout hirroc'h war darempredoù aï'ta ha tolpad kêrioù Gwened klikit amañ.