Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Keleier 9 a viz ebrel | Manifestadeg an tu kleiz e Brest ha Christian Troadec prezidant ar republik ?

jeudi 9 avril 2015 à 11:52 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Daoust hag-eñv e vo Christian Troadec prezidant ar republik ? D'an neubeutañ, aotroù maer Karaez n'eus c'hoant e vefe klevet soñjoù ar rannvroelourien e-pad dilennadeg prezidant ar republik. Lakaet hon eus ar gomz ivez war manifestadeg an tu kleiz a-enep ar strizhentez e Brest, mil manifester a oa. "Ne oa ket trawalc'h" eme unan deus ar vanifesterien.

Troadec
Troadec © Radio France - Annaïg Haute

Christian Troadec war ar renk evit bezañ prezidant ?

Sed aze ur sapre keloù evit ar rannvroelourien. Christian Troadec, aotroù maer Karaez ha kuzulier departamant Penn ar Bed n'eus c'hoant bras e vefe un den evit difenn ar mennozhioù rannvroelour e 2017. Neuze, paotr ar Poher n'eus c'hoant dastum etre 500 ha 700 sinadur evit lakaat un den war ar renk evit bezañ prezidant ar republik.

Evit hen ober, e n'eus c'hoant ober Tro Bro C'hall ha mont e darempred gant rannvroelourien pep kornog Bro C'hall. André Lavanant , prezidant kozh Diwan ha bet war al listenn "nous te ferons Bretagne" e kantoun Lesnevenn, a z'aio gantañ.

Adkavit amañ an atersadenn graet gant André Lavanant war gwagennoù France Bleu Breizh Izel :

20e Troadec prezidant

Evit mont pelloc'h, atersadenn Christian Troadec a c'helloc'h lenn (e galleg) : http://www.francebleu.fr/societe/politique/christian-troadec-cherche-des-signatures-pour-une-candidature-regionaliste-en-2017-2271625

Austérité Brest - Radio France
Austérité Brest © Radio France

Manifestadeg an tu kleiz e Brest : "ne oa ket trawalc'h a dud"

Tri c'hant mil manifester a oa e straedoù Bro C'hall evit enebiñ ouzh ar strizentez. E Pariz e oant tro 120 000 hervez ar CGT ha 32 000 hervez ar boliserien. Bez e oa ivez 45 000 manifester e Marsilha, 10 000 e Bourdel, 5 000 e Nancy ha Nîmes. Bez e oant 1 000 e Brest.

"Berzh o deus graet ar manifestadegoù-se" eme ar CGT. Met, n'eo ket ali Enora Ar Gac, eus ar sindikas Sud deskadurezh, eviti, "ne oa ket trawalc'h a dud" .

Adkavit amañ an atersadenn graet gant Enora Ar Gac war-eeun da 7e war France Bleu Breizh Izel :

20e Manif Brest BZG ok