Débat sur l'édition en langue bretonne | Selaouit en dro an diviz !
mercredi 25 février 2015 à 21:06
Le thème du débat en breton, ce mercredi, était l'édition en langue bretonne. Piv a skriv pe a dro al levrioù hiziv an deiz ? Piv a embann anezho ? Ha piv a lenn anezho ? Daoust hag e vez sikouret a-walac'h ar skriverien hag an droerien ? Daoust hag e vez roet c'hoant d'ar vugale lenn e brezhoneg ? Selaouit an diviz en-dro !

Kozh eo al liamm etre ar brezhoneg hag al levrioù. An destenn gentañ a anavezer zo Dornskrid Leyde, en eizhvet kantved. Abaoe, ur bern levrioù a zo bet embannet.
Bep bloaz e teu er maez ur c'hant bennak a levrioù e brezhoneg, hervez Ofis publik ar brezhoneg. Netra da wellet gant ar 1 500 levr e euskareg pe an 200 bennak e kembraeg.
Neuze, perak n'eus ket kement eget er vroioù all ? Ha perak n'eus ket kalz tud o lenn ? Penaos e c'helfemp ober evit ma vefe lennet gant ar re yaouank ?
An dud pedet
Pevar den a zo pedet ganeomp evit kaozeal deus an embann :
Mark Kerrain , skrivagner ;Sarah Chedifer-Bonneau, skrivagnerez ha plac'h ar blog A! Lenn ;Pierre Mens-Pégail, rener mediaoueg an Ergue-Vras ;Hoel Maleuvre, paotr ar gouren hag e bodad kinnig "Priz ar yaouankiz" . Erwann Denez, deus Landeda, 'neus pellgomzet deomp ivez evit reiñ e soñj.
Selaouit an diviz en dro
DIVIZ - An embann e brezhoneg EVIT ERELL