Événements

Ken tuch' : deuet eo ar studierien da vezañ tud deuet

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mercredi 11 mars 2015 à 17:44

Gwenola a zo chomet "baba-kool". Sur a-walac'h 'neus alioù da reiñ da Cécile
Gwenola a zo chomet "baba-kool". Sur a-walac'h 'neus alioù da reiñ da Cécile

Sellet ho peus, sur a-walac'h ouzh an heuliad "Ken tuch'" dija. Buhez studierien a oa kontet deomp. A-benn ar fin int deuet da vezañ tud deuet ! O buhez a vo kontet deomp e-barzh rann pevar an abadenn tele. Skignet e vezo adalek miz Gwengolo. Disoloit dija un neubeud fotoioù !

Tri faotr, teir flac'h !

Atav e vez kavet Bleuenn (Goulwena an Henaff), Alexandru (Klet Beyer), Gwenola (Marion Gwenn) ha Meriadeg (Tangi Simon). Daou zen nevez a vo kavet er rannn pevar : Eneour (Riwal Kermarrec) ha Cécile (Tifenn Linéatte). Ur "geek" eo Eneour hag ur plac'h yaouank-kozh eo Cécile. 

Cécile ha Bleuenn, digoret ganti un diskouezva en Alre ! - Aucun(e)
Cécile ha Bleuenn, digoret ganti un diskouezva en Alre !
Cécile, ar plac'h yaouank-kozh hag Alex, ar paotr kool ! - Aucun(e)
Cécile, ar plac'h yaouank-kozh hag Alex, ar paotr kool !
Alex a zo o vevañ bremañ gant Gwenola. - Radio France
Alex a zo o vevañ bremañ gant Gwenola. © Radio France - Joan Bizien
Ur skipailh barrek !

Produet eo Ken tuch' 4 gant Plurielle productions. Ur skipailh barrek a zo bet gopret gant an embregerezh. Emaint o filmañ, d'ar mare-mañ e Zinzag-Lokrist, e-kichen an Henbont. Skignet e vezo an abadenn tele war Brezhoweb, Tébésud, Tébéo ha TVR adalek miz Gwengolo. 

Skipailh Ken tuch' 4. - Radio France
Skipailh Ken tuch' 4. © Radio France - Joan Bizien
Selaouit ouzh reportaj Joan Bizien evit gouzout hiroc'h

8e15 Ken Tuch' 4 PAKET

Partager sur :