Actus

Bagad Konk Kerne e Senegal !

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel vendredi 10 avril 2015 à 21:42

Bagad Konk kerne
Bagad Konk kerne © Photo Facebook - Bagad Konk Kerne

D'ar sul 12 a viz ebrel e loc'ho bagad Konk Kerne eus Brest evit mont betek Bro Senegal. Chom a raio ar strollad e-pad ur sizhun e M'Bour Darempredoù kreñv a zo abaoe 40 bloaz etre Konk Kerne hag ar gêriadenn-se. Ur sapre veaj evit strollad Penn-ar-Bed, pres a zo warno mont du-hont !

Bagad Konk Kerne a loc'ho d'ar sul 14 war-zu Bro Senegal. Kemer a raio un ugent bennak a sonerien ar c'harr-nij e Brest betek Pariz, war-lec'h Dakar. Erruout a rint e kêriadenn M'Bour e fin an devezh. Pedet int bet gant Festival ar Sevennadurioù (Festival des Cultures) e M'Bour.

Abaoe 40 bloaz eo gevellet Konk Kerne hag ar gêr-se er Senegal hag a-drugarez d'an emglev-se eo bet pedet ar bagad. Displegadurioù Pierre Yves Pétillon, talabarder e Bagad Konk Kerne

7e15 Bagad Konk Kerne SON 1

Tomm tre e vo du-hont. "Ouzhpenn 35 derez e vo, eme Pierre-Yves Pétillon, ha sur awalc'h vo ket gwisket an dilhad gant ar bagad abalamour eo tev awalc'h !"

8e15 Bagad Konk Kerne SON 2

Sed amañ program ar bagad !

Konk Kerne Concarneau - Radio France
Konk Kerne Concarneau © Radio France