Actus

Keleier an 20 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel lundi 20 avril 2015 à 20:16

Clone of Une opération de secours suite au naufrage de migrants, le 19 avril 2015
Clone of Une opération de secours suite au naufrage de migrants, le 19 avril 2015 © MaxPPP

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war peñseoù er Mor Kreizdouarel, ar glañvdiourez liberal taget e Kalanel, Airbnb ha Gouel kan ar vartoloded Pempoull.

Tri den zo marvet e-pad peñse ur vag hiziv er Mor Kreizdouarel

Kazi kant den a zo bet saveteet. An divroerien oa e-barzh a glaske divroañ evit mont betek Bro C'hres. Muioc'h a zisplegadurioù gant Tudi Crequer.

Divroerien PAPER

Chalet eo michereien ar yec'hed a labour e ti an dud

Goude m'eo bet skoet, hejet ha bannet war al leur Marie-Françoise Droniou, klañvdiourez liberal e Kalanel e Aodoù-an-Arvor. Evit kaozeal eus diaezamantoù ar vicher-se e vo ganeomp a-benn div vunutenn Marie Sergent, o labourat ba Brest abaoe pemp bloaz ha tregont.

19e Den pedet

Gouzout a rit petra eo Air BNB ?

Komzet 'vo eus ar servij-mañ war ar rouedad evit feurmiñ ranndioù pe tiez marc'had-mat warc'hoazh vintin war France Bleu Breizh Izel. Setu aze Brieuc, boas eo da implij Air BNB evit mont da vakañsiñ.

Air bnb SON

Embannet eo bet programm Gouel ar Vartoloded e Pempoull

Luz Casal, Plaza Francia, Youssou N’Dour, Hugues Auffray, SouadMassi, I Muvrini, Denez Prigent, Nolwen Korbell... ur bern arzourien 'vo e Bro-Oueloù etre ar 14 hag ar 16 a viz Eost. Goulven Morvan, a-youl vat eo evit gouel ar vartoloded.

19e Pempoull SON

 Gouel kan ar vartoloded Pempoull