Actus

Keleier ar 25 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel mercredi 25 mars 2015 à 19:54

Eil tro an dilennadegoù departamant 'vo disul, d'an 29 a viz Meurzh
Eil tro an dilennadegoù departamant 'vo disul, d'an 29 a viz Meurzh © MaxPPP

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war eil tro votadeg ar c'huzulioù departamant hag a vo disul, eus TAPoù e brezhoneg, Mare Obererezhioù Troskol a ra berzh e Bro Sant-Brieg hag eus Antologiezh Telenn Breizh.

Eil tro an dilennadegoù departamant a vo disul

E-pad tout ar sizhun e vez kabalet gant ar re a zo war ar renk. E kanton Kemper 2 eo daouad ar PS, Isabelle Assih ha Jean-Marc Tanguy oa erruet da gentañ gant 34,7% eus ar mouezhioù. A-enepto e vo an daouad eus an tu dehoù, Emglev evit Penn-ar-Bed gant Claire Levry-Gérard ha Guillaume Menguy. 33,61 eus ar mouezhioù o doa bet.

Tud zo evit skoazell ar re war ar renk da glask mouezhioù evel Baptiste Bleunven evit ar PS.

Dilennadegoù kanton 2 Kemper PIF

Yann-Ber Doucen, eil maer Kemper a skoazell listenn an UMP, UDI, Modem.

Dilennadegoù kanton 2 Kemper PAF

Ober a ra berzh mare obererezhioù troskol e Bro Sant-Brieg.

Aozet e vezont gant Telenn, anv Ti ar Vro e Bro Sant-Brieg. 1200 bugel a gemer perzh ha gortozet 'vez div wech muioc'h evit an distro-skol a zeu, e miz Gwengolo. Laouen eo Romain Sponnagel, kenurzhier Telenn, an aozadur krouet 3 bloaz 'zo.

8e15 TAP Sant-Brieg

Antologiezh Telenn Breizh a zo o paouez dont er-maez

Kaset eo bet al labour-se da-benn gant an telennour Tristan Le Govic. Teir levrenn gant skrid-sonerezh eus kazi an holl delennerien eus ar vor a zo bet embannet gantañ.

Den pedet Antologiezh telenn Breizh

Antologiezh Telenn Breizh