Actus

Keleier ar 27 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel vendredi 27 mars 2015 à 19:34

Golf e brezhoneg
Golf e brezhoneg © Radio France

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war ur stummadur evit splujwiskerien al labourioù foran, un tournamant golf e brezhoneg, ar raktres SELAOU 3000 ha levr nevez Herve Lossec.

Roet ez eus bet lañs hiziv da drede Sizhunvezh ar brezhoneg

Betek ar 6 a viz Ebrel e vo muioc'h eget daou c'hant hanter-kant abadenn a bep seurt e brezhoneg war Breizh a-bezh. Evit kregiñ gant an darvoud-mañ eo bet aozet un tournamant golf e-pad tout an devezh hiziv e Ploveilh. Aozet eo bet an abadenn golf-se gant Bernez Rouz, prezidant Ti ar Vro Kemper.

19e Golf e brezhoneg

Splujwiskerien al labourioù foran stummet evit ar wech kentañ ba Breizh

E kreizenn splujañ Trebeurden e vez kinniget ar stummadur-micherel-se abaoe penn-kentañ ar bloaz, an hini kentañ e Breizh eo. Labourat a ra Edouard e kreizenn splujañ Trebeurden. Displegañ a ra deomp da betra a servij ar stummadur-se.

19e Splujwisker

SELAOU 3000 ur raktres digustum

Ar pal zo sevel ur gabined liesvedia evit selaou sonerezh hengounel. Evit dont a-benn da zastum arc'hant 'neus lakaet ar soner trompilh Erwan Burban da vont en-dro ur raktres arc'hantaouiñ a-stroll war internet, pep hini a ro ar pezh a fell dezhañ.

19e Selaou 3000

Krampouezh-saocisse, levr nevez Herve Lossec

Skrivagner "Les Bretonnismes" oa ganeomp war-eeun war France Bleu Breizh Izel, adselaouit e atersadenn.

Levr Herve Lossec

Levr Krapouezh-saocisse

Partager sur :