Football

Débat sur les difficultés du football amateur en BZH | Selaouit adarre an diviz !

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 4 mars 2015 à 22:21

Football (image d'illustration).
Football (image d'illustration). © Olly - Fotolia.com

Plantet e oa bet kaoz er c'heleier diwar-benn ar football amatour e Breizh. War zigresk eo aet niver a c'hoarierien er c'hluboù abaoe dek vloaz hag ouzhpenn-se e oa cheñchet o dro spered. Astennet zo bet ar gaoz 'pad ugent munut. Adkavit amañ diviz ar sizhun.

Komzet on eus d'ar 4 a viz Meurzh, etre 19e10 ha 19e30, diwar-benn ar football amatour. Ne z'a ket gwall vat an traoù gantañ e Breizh, da skouer, "kudennoù arc'hant a zo en holl c'hluboù" eme Olivier Kerdraon eil prezidant klub Dirinonn. Met ar pep gwashañ hervez Michel Plassart, e karg e Distrikt Norzh Penn-ar-Bed : "n'int ket ar c'hoarierien ar memes re eget a-raok, ne reont ket forzh deus buhez ar c'hlub hag ouzhpenn n'eus ket mui den d'ar sul evit ar matchoù. A-raok e oa 200 pe 300 den hiriv e z'eus 20 pe 30  d'ar muiañ..."

Mont a ivez an niver a dud enskrivet er c'hluboù melldroad war zigresk. War ar pevar departamant, e oa 166 767 e 2006 hervez Ligue Football Bretagne. E 2014 n'eus ket mui nemet 148 457 c'hoarier enskrivet.

Mankout a ra ivez tud evit bezañ tredeog. Ret e vefe kaout 300 e Distrikt Norzh Penn-ar-Bed pa n'eus nemet "250 bep ploaz" hervez Michel Plassart.

Komzet n'eus ivez Visant Roue diwar-benn Skipailh Melldroad Breizh. Tud barrek a zo b'ar vro emezañ !

An dud pedet

Tri zen a zo pedet ganeomp evit kaozeal deus an embann : 

Olivier Kerdraon , eil prezidant klub melldroad DirinonnMichel Plassart, e meur a gomision Distrikt Norzh Penn-ar-BedVisant Roue , karget deus an darempredoù evit Skipailh Melldroad Breizh  

Selaouit en-dro an diviz

DIVIZ ar Sizhun EVIT ERELL

Partager sur :