E brezhoneg - Ur Vretonez a zo tredeogez e rummad kentañ melldroad ar merc'hed
Violette Le Chévert, 22 vloaz, he doa tapet arnodennoù kevredad broadel ar football e miz Gwengolo tremenet. Mod-se eo deuet da vezañ tredeogez war vord an dachenn gant ar c'hoarierien a-vicher. Ha fellout a rafe dezhi mont pelloc'h c'hoazh.
Tredeogez e rummadoù rannvroel e Breizh e oa Violette Le Chévert betek miz Gwengolo 2020. Cheñchet ez eus ur bern traoù ganti er c'houlzad-mañ, goude bezañ bet tapet an aotre da dredeogiñ e rummad uhelañ bro Frañs ar merc'hed da lavaret eo gant skipialhioù evel Lyon, Pariz pe Gwengamp. Mont a ra a-gleiz hag a-zehoù er vro a-bezh bremañ, ha muioc'h a wask a zo warni. Ouzhpenn da-se e vez skignet ar c'hrogadoù-se war ar skinwell. Met ar gwashañ n'eo ket e-pad ar c'hrogadoù emezi.
Disheñvel eo ar gwask gant tud a-vicher", eme Violette
"E-pad ar c'hrogad omp e-barzh hor c'hrogad, neuze n'hon eus ket amzer da soñjal en traoù all. Met a-raok eo ret prientiñ kalz a draoù. Bez 'zo ar mediaoù ivez, ar skinwell. Goude e vez ankouaet anezho, ne vez ket merzhet anezho ken. Met ya, disheñvel eo ar gwask gant tud a-vicher" a gont Violette, ganet e Brest, o chom e Pempoul bremañ hag oc'h ober studioù war ar sport e Roazhon. War an dachennoù gant c'hoarieren a-vicher e vez tost bep dibenn sizhun bremañ, o skoazell an tredeogez a zo e kreiz ar jeu.
Gant ar pal labourat gant sportourien a-vicher en dazont
Plijout a ra kalz dezhi al labour-mañ hag e fellfe dezhi klask mont pelloc'h c'hoazh : gallout a rafe bezañ evit matchoù etrebroadel da skouer, pe evit Lig ar gampioned, kip Europa football zoken.
E eil vloavezh studioù war ar sport e Roazhon emañ Violette evit poent, ha gant ar soñj labourat gant sportourien a-vicher en dazont. O vezañ tredeogez mod-se e tesk ur bern traoù a-benn bouetañ he raktres micherel.
Selaouit Violette Le Chévert, tredeogez e rummad kentañ melldroad bro Frañs ar merc'hed