Football

Roazhon-An Oriant : Kanet e vo Bro Gozh Ma Zadoù a-raok ar c'hrogad

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel vendredi 8 janvier 2016 à 19:29

Youenn Guillanton, kaner Bro Gozh Ma Zadoù
Youenn Guillanton, kaner Bro Gozh Ma Zadoù © Radio France - Y. G.

Goulennet e oa bet digant ar c'haner Youenn Guillanton kanañ kan broadel Breizh a-raok ar c'hrogad melldroad etre Roazhon hag An Oriant. "Loc'h a zo ennon", emezañ.

"Klasket e veze war-lec'h tud. Gwir eo, em eus bet graet un neubeut traoù er mare-mañ, e-giz ar festival Yaouank, en un abadenn war France Bleu Breizh Izel er Maezioù Frank e Roazhon pe c'hoazh un abadenn m'oa bet graet ivez en tele. Setu em boa un toullad traoù aze hag o deus lakaet tud zo da soñjal e vijen barrek da ganañ a-raok ar match-se. Met, laouen on da gemer perzh en abadenn-se.

Kanañ a raio Youenn Guillanton dirak 30.000 arvester. Leun chouk e vo sur a-walc'h ar Roazhon Park rak match kentañ Yoann Gourcuff e vo evitañ gant dilhad Roazhon. Setu, un tammig ankeniet eo ar c'haner. "Gast ! Ne sellin ket diouzh an dud kement-se e penn kentañ. Emichañs e teuin a-benn da vont betek penn. Spontet-naet e vin rak n'on ket ken kustum. Ret eo gouzout eo berr-tre ar jeu. Ne bado nemet ur vunutenn hanter. Ret e vo lansañ mat ar jeu. Pleustret em eus e-pad 15 deiz kazi. Ret e vo tommañ mat ha kemer louzeier evit ar c'houzoug." 

"Spontet naet e vin rak n'on ket ken kustum", Youenn Guillanton

Ankeniet eo un tammig ar paotr, rak e vo sur mat e-kreiz ar stad ha "e-giz ma vez lavaret : amzer Vreizh, amzer vrein. Da 8e e vo, hag er gleboc'h." E-unan tout e vo Youenn Guillanton, "hep sonerezh ebet da vont betek penn. Marteze e vin e-kreiz an avel, setu e c'hellfe bezañ start mat. Met, evidon-me eo dreist-holl ur chañs, ur burzhud. Ha, ret eo kemer ar chañs pa dremen, ret eo lampat warni !" 

Ha daoust-hag-eñv en deus graet e choazh etre Roazhon hag An Oriant ? "M'eus ket droad da lavar sañset dre m'emaon o chom amañ. A-hend-all e vin lakaet diaes. Met gwir eo, peurliesañ on kentoc'h kostez Breizh-Izel !"

Youenn Guillanton ouzh mikro Tudi Crequer | 5mn

Partager sur :