Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

EN BRETON | Lagad ar web

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Chaque soir, zoom sur le meilleur du web en langue bretonne. Au menu de ce lundi : danses et bière !

Prest eo Mar'Mousse da zegemer an dud en-dro
Prest eo Mar'Mousse da zegemer an dud en-dro - Mar'Mousse Facebook

'Barzh lagad ar web hiziv ez eomp da zañsal

Ha gouzout a rit e c'heller lakaat hed etre an dud 'vit dañsal ?
Ya, gouzout a ran emaoc'h o soñjal er gavotenn, kazel ha kazel o c'hwezhiñ an holl war egile... ahhh pegen kaer an amzer gent. Keuz am eus deus ar mare flaerius-se.
Echu bremañ anadiñ an eil war egile, se n'eo ket mat tamm ebet evit ma varvfe ar C'hovid.
Met ar baganiz o deus kavet an diskoulm evit dañsal o lakaat hed.
Dañs roun an digenfinañ a c'heller gwelet war Facebook a-drugarez da Varyvonne Berthou. Merañ an hed... Ale, un allig c'hoazh ! Bep a gordenn 1 metrad etre an dud. Barrek ekstra beuz mitio ! Ahhh pegen digourdi eo ar baganiz memestra. (Ne lavaran ket an dra-se abalamour ma zo gwrizioù  a Blougerne ganin...)

An dañs roun zo bet gwelet ouzhpenn 7000 kwech ha rannet ouzhpenn 160 kwech. Emgav war Facebook !

Ha goude an dañs roun e teu sec'hed d'an dañserien

Feiz ya ! Deomp da vro Dreger da bakañ boc'h neuze !
Erfin, gwelloc'h gortoz warc'hoazh hag eil steuñv an digenfinañ.
Kinnig a ran deoc'h mont e ti Mar'Mousse kav ha bar war bord al Leger e Plerin.
Eno e c'hellfoc'h lipañ banne e brezhoneg... ha bier deus ar vro war ar briz !
War o bajenn Facebook e kinnig an ostized kemer-perzh e c'hoari ar 7 diforc'h. Kement-mañ peogwir eo bet treuzfeurmet Mar'mousse e-kerzh ar genfinadeg.
Setu pezh zo skrivet :
Rit ket biloù, kempenn vo pep-tra a-raok digeriñ ! Digor e vimp evit ar c'hav hag an davarn eus ar meurzh d'ar sul etre 2e ha 10e noz, adalek dimeurzh !
Da c'hortoz, kit da deurel ur sell ouzh pajenn Facebook Mar'Mousse.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu